En tu all d’ar meurvor

E koun Tayuwalan (1946-2021)

Bevoñ a ramp-ni amañ dinerzh ha dic'halloud ;
den ne venn klevet hon mouezh, da betra hon hirvoud ?

Mouget-mik eo hon lavar, mouget ivez hon yezh,
aet eo hon sevenadur, aet, enta, hon hêrezh.

Pa chomamp àr douaroù hon hendadoù zoken
pe e-kreizig hon bro-ni, n’omp nemet tud estren.

Troc'het eo bet hon gwrizioù. Hon zreuzkas bet torret,
n’eus bet fiziet tra ennomp. Nijet eo hon spered.

Na kalet eo hon zonkad ha kriz hon buhez-ni :
n’eus ket a c'hoanag ennomp, na tamm sederoni !

Er-mod-se e vevamp-ni, evel traoù didalvoud ;
er-mod-se e varvamp-ni, dinerzh ha dic'halloud.

Daet ar mare da ziskar hon zamm buhez c'harv,
gant e gomis e tosta oberour ar marv ;

gante ec'h eo ret monet ha kemer penn an hent,
en ur leuskel a-dreñv dimp mignoned ha kerent.

Kaset e vemp, diarsav, e-barzh o c'harrigell,
dre hon gwennodennoù strizh, àr aodoù Breizh-Izel.

An treizher kozh, a-neuze, a gemer ar varrenn,
hag àr Gornôg e roeñvamp, en habaskter a-grenn.

Pa zegouezho ar c'houlz-se, e-kreiz ar meurvor don,
e diwezh hon zreizh teñval da Vro an Anaon,

marteze en em gavimp, nepell diouzh ar gwenva,
e-touez eneoù tramor d’hon breuder galigna.

Hag ur wezh m’hon bo lakaet àr an douar hon zreid,
ec'h ay en-dro ar vag-noz dres evel ma oa daet.

Ar yaouankiz hollbadus, ar sonerezh, ar c'han,
gant levenez hag eurvad, a zigollo hon foan.

Eno e c'hallimp pelloc'h safar gant ar re all,
e brezhoneg mar karamp, kuit da vout gwelet fall.

Hon hendadoù, dre ar gomz, pan anavamp o yezh,
a roy dimp-ni hon hêrezh hag hon bo erziwezh.

Nemet n’eus ket da c'hortoz evit komz, tu pe du,
ez vev, divezh, gant an holl. Ne vern ar selloù du !

Erru eo poent bras bremañ adperc'hennoñ hon yezh,
hag a zo, amañ ivez, hon nerzh, hon galloudezh.

Yann-Vadezour ar Rouz