Stal-levrioù
Da vMark Kerrain
Kaer am eus sellet er vourc'h, Kêr-an-Traoñ-hag-an-Nec'h,
ne welan skrivet ar ger « Stal-levrioù » neblec'h.
Ha pa selaouan an dud, gwerzher ha gwerzherez,
ne glevan nep komz du-hont distaget en hon yezh.
Dre-holl e klaskan neuze, dorn kleiz ha dorn dehou,
nep levr ne gavan avat e yezh hon hendadoù.
Yann-Vadezour ar Rouz